Belenos : Yen Sonn Gardis

Pagan Black / France
(2010 - Northern Silence Productions)
Learn more

Lyrics

1. ASPEDENN

(Instrumental)


2. HOLLVED HIRISUS

Aze e'n em led ur bed gwenn-sin
Hin garv hogen kler hollgaer

Antell ec'hon e-tal ar bed-hont
Ar skarnil a c'holo ma erv en erc'h

Bemnoz e klevan Yudal a-ziabel

Nepell an islonk, skalf skornet
An noz a bad ur c'houlz-amzer

Hollved Hirisus

Amañ emañ ma bez
Skornet dindan ar sterenn

Amva...
Ma skeud a deuz
...Morlivet
En Deñvalijenn


3. ENE KELT

Evit dont a-benn ar gouzañv
Hag ar gwalleur
Dasprenañur vuhez gant
Ur vuhez all

An awen a sklaer hon buhezioú
Dreist ar c'hantvedoú

Ar beli mat a dasmant an uhellec'h
Adal an herved

Ene Kelt
A intr hon leur hag hon eñvor
Nerzh an anaon

An aberzh a voulc'h erv an trec'h
Youl an doueed eo

Bellerien o c'halon houarn
Darev da diskar
Ha digoll ar re lamet gant ar brezel
Kouezhet ar stourm

A zasson atav en endon
En islonk ar rannved

An ene Kelt, abaoe keit amzer
Dreist ar c'hantvedoú


4. SKORN HA TAN

E lusk e drougen
E rog an douar
Enlouc'het gant houarn
Ruz an teodoú gor

E uhelaat
Ar c'hinkladur du
Ha tarzhañ ar c'hler

Ar riv a sonn ar
Froudoú en o herr
Hag a laka ur sioulder
Sklas d'ae stêr

Morc'hedeg skorn
E-harz an tornaod

E lein ar penn-tir
A-zioc'h an traezh glaswenn


5. BALEERIEN AN ARE

War ur gribenn lemm
War ar lann limestra ha disaotr
E valirañ lann ar c'harv
Mein-gedour e sorenn milvedel

Dindan al loar ruz
Liv hiraezhus ar marvamzer

E kantren e-mesk ar mein-sonn
Dispaket gwezhave gant an tan

E kalon ar c'hoad
Flondrenn avarus
E kelc'h ar lann ar mein-sonn
Mein splann ha divarvel
Spered ar c'hoad prizoniet evel-henn


6. GORSEDD

Argoad, an neved melkonius
Douar kozh hon tadoú-kozh
Strollad lid drouizel
Da lidañ hengoun hag aberzh

Galloud hud e tont eus ar lec'h
E sinont un emglev gant an elfennoú

Ez eont e-barzh kevrinoú an natur

Abraz hor c'halon
A-kreiz ar c'hrommlec'h
Evit daeañ stroll ar sav-heol

E damskeud kabalus ar flammerenn
Fenoz e red an dourvel da vat

E kuzh o c'hev strobinellet
Lid milvedel dasorc'het
Rik e sellet ouzh an tan
E tiskuliont hon tonkadur

Koazh hon anken an draskerezh an tan
Lidkinnig eskenn ha gwad
Ar garm-hud glan
Glanaat ar spered ouzh ar mallozh


7. MESTR AR C'HOAD

...Hag i berniãn mein marv
Sevel un doenn koad marv
Arouez o hunvre a veiz marv

O bouc'hal 'rog kroc'hen ar c'hoad

Hag ober goap ouzh mestr ar c'hoad
Hervez an hengredenn
Emglev evit gwareziñ hon tir pagan

Laosker 'ra neuze ar yev chatalek bras
Aspediñ ar spered drastusañ

Evit troiñ ar c'hig e pilhoú
Adkemer ar pezh 'voe laeret
Ha sevel un annez


8. TAOL-DIGOLL

Gonit hep argoll, trec'hlid hep gloar
An egerzhadenn gadarn betek
Harz ar marv, an emgann mojennel

En daerijenn an dir hag an arem

Arsanailh Kevredet
Gant ar rec'hell e stumm drougael

Taol-digoll !!!
En un tremenvan meurdezus

Pa gresk an imor hag ar c'hoant gwad
Pa dizho ar feroni e barroú haelded

Ar lavnennoú a lugerno
En un aerwiskad ruz
A dial an grozo
Gant aroup betek tarzh an deiz

Bellerien dibar, bellerien didrugar
Yudal an argad evel un urupailh
An euzhvil aozihl flamminus

Dre-holl an drailh
An drailh diwar wel

Santout ar bloñsadur
Ha da c'houde ar breinadur


9. EN ARGOLL

Gorrek e tivoran
Eus an houlenn diroll
Gwiskadell pennfoll
Kreñlec'h digenvez
Torgenn en argoll
Skultet er morlusenn
Speur an deñvalijenn
A dinaou klêrijenn

Rouantelezh
Lordet gant ar gorventenn

Ar greunvaen soc'h
A stourm ouzh an feulster
Digor d'an tonnoú a lec'h all
Hag a vorc'hed an adsav

Rouantelezh
Lordet gant ar gorventenn

Tro kein an dremmwell mac'hus
Meurvor ramzel hirañ ma weler
Tarzh-mor rust a safar
E stlepel dizehan an aezhenn
Hag ar c'herreg a hirvoud

lyrics added by Alloces - Modify this lyrics